LENN : Ur savenn evit lenn e brezhoneg
C’hoant da lenn e brezhoneg ?
Donemat e LENN, ul lec’hienn divyezhek ho skoazello da zibab levrioù, kazetennoù ha kelaouennoù e brezhoneg… evidoc’h pe da brofañ !
Frouezh ur c’henlabour etre Levrioù ha lennadennoù e Breizh, Ofis Publik ar Brezhoneg hag Electre eo al lec’hienn-mañ. Savet eo bet evit reiñ d’an holl da c’houzout petra ‘vez embannet e brezhoneg.
Gallet ez eus bet sevel al lec’hienn-mañ a-drugarez da skoazell arc’hant Kuzul-rannvro Breizh ha hini ar Penndileurierezh evit ar galleg ha yezhoù Frañs eus Ministrerezh ar sevenadur hag ar c’hehentiñ.
D’ar sul 30 a viz Here (14e30) – E-pad Gouel al Levrioù e Breizh Karaez
Gant Lena Louarn, besprezidantez Rannvro Breizh e karg eus yezhoù Breizh, prezidantez Ofis publik ar brezhoneg.