Gireg Konan evit e levr Eostad hag e bennadoù liesseurt
D’ar Sadorn 27 a viz Here da 5 eur goude merenn
Eostad (An Alarc’h embannadurioù)
En Bro Berroz evel e lec’h all e Breizh ez eus ur binvidigezh dibar gant ar vrezhonegerien: o yezh hag hec’h arlivioù. Treuzkaset a rumm da rumm a-hed ar c’hantvedoù, implijet bemdez, stummet hag a-wechoù adstummet hervez ijin an dud, pinvidikaet pa veze ezhomm, lezet a-gostez hag ankounac’haet pa gave d’an nen ne oa ket talvoudus ken, mac’het gant ur yezh kreñv, brevet gant pouez ar skingomz hag ar skinwel en galleg ha gant an nebeud a vri douget dezhi gant an endro politikel.
Met, a-drugarez da hiniennoù evel Gireg Konan ha Jakez Konan araokañ, ez eus bet eostet gerioù, troiennoù ha kement zo hag e vo miret ha rentet d’an holl ar binvidigezh prizius-se.
Gireg Konan, ganet e Lannuon 1951, zo bet tro-ha-tro geologour, kelenner war ar skiantoù e saozneg er C’hanada, liorzhour ha kelenner adarre e skolaj Diwan ar Releg hag e Plijidi. Aotreeg eo war ar c’heologiezh (U. de Montréal), testeniekaet war skiantoù an deskadurezh (McGill U.), ar brezhoneg (Roazhon 2) ha tapet gantañ ivez ar c’hCAPES. Emellet eo er vuhez vrezhonek kevredigezhel e Treger. Mab eo da Jakez Konan (1910-2003), unan eus hon gwellañ skrivagnerien.