Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra ur boufoun dirollet hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket… O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ…

Tangi Merien, kaner ha komedian gant Strollad Ar Vro Bagan, animatour en abadenn «Na petra ’ta ! » war Frañs 3 Breizh, ha Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ar strollad sonerezh Startijenn, a ginnig deoc’h un istor kontet ha kanet e brezhoneg evit ar vugale. An daou geneil a zo youl ganto da reiñ d’ar re yaouank an tu da zizoloeiñ bed ar c’hoariva, ar sonerezh hag ar c’han e brezhoneg.

Abadenn Ar boufoun hag an ozhac’h
D’ar Sadorn 26 a viz Here adalek 17e – “Ar C’hlub”

Sinadurioù gant An Daou Dangi hag an treser Marvin Moal war stand Timilenn, da geñver embann al levr “Ar boufoun hag an ozhac’h

Timilenn

Ti-embann yaouankiz e brezhoneg
Édition jeunesse en langue bretonne

Ar gevredigezh Timilenn a zo bet krouet e Sant-Ervlan (Bro-Naoned) e 2019 evit embann levrioù e brezhoneg.

Pal ar gevredigezh a zo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet e vez hol levrioù war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…
Klasket e vez dibab levrioù un tamm divoutin, ha pa vefe dre an temoù kinniget pe dre an tresadennoù kaer, evit kaout plijadur ha gellout eskemm e brezhoneg diwar-benn sujedoù a bep seurt er familhoù, er skol hag e lec’hioù all.