An tem dibabet ar bloaz-mañ gant Gouel al levrioù a zo pouezus. Ar vugale vihan hag ar re yaouank a-vremañ eo lennerien an dazont!

Ma’z eo aes a-walc’h kinnig levrioù d’ar rummadoù bihan betek 7 vloaz, n’eo ket ken anat evit ar re goshoc’h. Mat eo kaout troidigezhioù eus ar yezhoù all evito met a-bouez eo ivez krouiñ war-eeun e brezhoneg gant ma vo kenkoulz ar skridoù, ha skrivet en ur yezh eeun ha reizh.
Betek 12 vloaz e plij d’ar vugale kaout istorioù krennarded evelto, kaout aon ivez pe splujañ e bedoù faltazius ha kevrinus.
Ar rummad a-us 12-14 vloaz a zibab al levrioù o-unan, nemet e vefent studiet er skolioù. Moarvat eo evito e vank ar muiañ a levrioù en hon yezh.
Ezhomm zo eus an holl doareoù : romantoù, bannoù-treset, mangaioù…

D’ar re yaouank da reiñ o soñj, d’ar skrivagnerien da gaout ijin, d’an dreserien da grouiñ goloioù ha tresadennoù dedennus, da dud ar vugale, d’ar gelennerien ha d’al levraouegerien da reiñ c’hoant da lenn brezhoneg.

War stand Kuzul ar brezhoneg e vo lakaet war-wel levrioù nevez a-bep seurt evit ar re yaouank.
Eno e c’hellint kejañ gant skrivagnerien ha treserien ha dizoleiñ nevezentioù ar bloaz.