D’ar Sadorn 28 ha d’ar Sul 29 a viz Here e Karaez
Gouel al levrioù e Breizh zo deuet da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, un emgav ha ne c’haller ker c’hwitañ evit ar re a blij al levrioù dezho. Dibar eo an abadenn-se e Breizh. E-pad un dibenn-sizhun e vez degemeret enni ar braz eus an tiez-embann er vro, pe ez embannfent levrioù gallek pe levrioù brezhonek. Tost da 300 skrivagner, eus ar re anavezetañ betek ar re zianav, a vo ivez er standoù a bep seurt.
Sonour brudetañ Breizh, Alan Stivell, a vo prezidant a enor 34e Gouel al levrioù Karaez. Da geñver an emgav-se, an hini en deus roet brud ha startijenn ken-ha-ken da sonerezh Breizh hag adroet lorc’h da bobl vreizh a ginnigo ul levr nevez war e vuhez.
Er 34e saloñs-se e vo lakaat Skos war wel, ur vro he deus roet skrivagnerien brudet er bed a-bezh evel Robert Louis Stevenson, a voe skrivet « Enez an Teñzor » gantañ, Robert Burns, Walter Scott, Conan Doyle… Al levrioù, skoazellet-mat gant gouarnamant Skos, o deus ul lec’h eus an dibab e kalon ar bobl skosat. Dileuridi skosat a vo er gouel evit lakaat ac’hanomp d’ober anaoudegezh gant ar gwirvoud sevenadurel-se.
Met ar festival-se zo ivez emgavioù gant skrivagnerien Breizh hag un digarez evit kaozeal ganto diwar-benn o levrioù en un doare distenn ; kendivizoù, taolioù-krenn, diskouezadegoù, filmoù… emgavioù gant ar skrivagnerien, mareoù diankounac’haus ma vez desket kalz a draoù diwar-benn al levrioù hag al lenn. Bep bloaz e vez
kinniget ul lec’h c’hoarioù evit ar vugale d’an tadoù ha d’ar mammoù. Debriñ war al lec’h a c’haller ober. E berr gomzoù, daou zevezh diastal e bed al levrioù embannet e Breizh. Ul lec’h d’ober anaoudegezh gant tra pe dra ha da da vezañ souezhet evit kalz a dud a-dal d’al levrioù liesseurt ha puilh a vez embannet en hor bro.