35 vet GOUEL AL LEVRIOÙ E BREIZH

SADORN 26 & SUL 27 A VIZ HERE

Gouel al levrioù e Breizh zo deuet da vezañ, a-hed ar bloavezhioù, un emgav ha ne c’haller ket c’hwitañ evit ar re a blij al levrioù dezho. Rak gallout a reer degemer ennañ, e-pad un dibenn-sizhun, ar braz eus an tiez-embann er vro (ur c’hant bennak anezho), pe ez embannfent levrioù gallek pe levrioù brezhonek. Tost da 300 skrivagner, eus ar re anavezet ar muiañ betek ar re dianav, a vo ivez er standoù a bep seurt. Bep bloaz e vez embannerien oc’h ober e doare ma ma teuy o oberennoù pennañ er-maez da-geñver ar gouel a ra eus Karaez al lec’h ma tegouezh mare al levrioù e Breizh.

Goude bezañ digoret e zorioù hag e brenestroù er bloavezhioù diwezhañ war Skos, Katalonia, Korsika… o deus divizet aozerien ar gouel en em dreiñ ouzh ar yaouankiz er bloaz-mañ. Anat eo deomp-tout e vez tremenet muioc’h-mui a amzer dirak ar skrammoù gant ar re yaouank hag an dud koshoc’h. E pep lec’h en o buhez e vez ar skrammoù, ha pa vefe an dud o lenn. Met gant ar c’hoantegezh-se evit ar skrammoù e vez muioc’h-mui a voazioù nevez o tont war wel e-touez ar re yaouank : 40% eus ar re 7-25 bloaz o deus lennet ul levr niverel ur wech bennak, 58% anezho o deus selaouet ul levr klevet pe ur podskignad ur wech bennak. (Mammenoù Kreizenn Vroadel al Levrioù (KBL)) Ne c’hall ket holl izili filierenn al levrioù chom digas dirak ar fed-se. An dra-se zo kaoz eo bet dibabet tem ar yaouankiz gant aozerien gouel al levrioù er bloaz-mañ.

Met ar festival-se zo ivez emgavioù gant skrivagnerien eus Breizh hag un digarez da gaozeal ganto diwar-benn o levrioù en un doare distenn ; kendivizoù, taolioù-krenn, diskouezadegoù, filmoù… emgavioù gant ar skrivagnerien, mareoù diankounac’haus ma vez desket kalz a draoù diwar-benn al levrioù hag al lenn. Bep bloaz e vez kinniget ul lec’h c’hoarioù evit ar vugale d’an tadoù ha d’ar mammoù. Debriñ war al lec’h a c’haller ober. E berr gomzoù, daou zevezh dibaouez e bed al levrioù embannet e Breizh. Ul lec’h d’ober anaoudegezh gant tra pe dra ha da vezañ souezhet evit kalz a dud a-dal d’al levrioù liesseurt ha puilh a vez embannet en hor bro.