Aozer : Youenn Kervalan
Embanner : Al Lanv
Barzhaz un testeni hag un engouestladur. A-hed daou-ugent vloaz bennak en deus lakaet Kervalan war baper e drivliadennoù, e fromoù, e garantez, e boanioù hag e gounnar. Dindan lies anv-pluenn int bet embannet e kelaouennoù brezhonek, kalz anezho e-barzh al Lanv.
Santidik ha kizidik eo an aozer. Dasseniñ a ra e galon ouzh heklev krizder ha viloni ar bed, kanañ a ra ivez ar gened, ar peoc’h, marzh an denelezh. Difenn taer hor gwirioù, gwirioù hor yezh, hor pobl, hor bro ha gwirioù ar pobloù all dre ar bed, gwirioù mab-den, gwirioù ar re vihan, ar geizh…
Ma ‘z eus bestl, ez eus ivez likor ha frond, mezventi ul lavar gwevn gwisket gant gerioù saourus. Ul lavar denel evit sevel ur bed gwelloc’h : KALONYA.
Gedour Lokronan…
Va mignon Ronan, Kervalan e anv skrivagner, hag e zruilhad a anvioù-pluenn. Noun Ploeven, Yannig an aod, Anna Canévet, Telo Kornek, Pêr Pezhell, Sulio Laouenan, Barzh ar Bleud ha me ‘oar… Evit ar wech kentañ en o dastumer el levr-mañ, “Kalonya”, a ya d’ober barzhaz hor c’henvroad kernevat a Lokronan.
Un testeni hag un engouestladur dirak Breizhiz ha dirak bediz eo an dastumad-mañ, ennañ barzhonegoù bet skrivet gantañ abaoe ouzhpenn daou-ugent vloaz ha bet embannet, ur c’halz anezho, e bannoù ar gelaouenn al Lanv, diwar he deroù e 1980.
Pa soñjan e Ronan hag en e skridoù dornskrivet kaer da gentañ ha skrivet gant an urzhiataer goude e welan ar stal gwastellerezh e krec’h leur-gêr Lokronan, an ti-forn, ar sal, hag an degemer c’hwek hor beze eno.
Par da c’hedour Tro an Oan buket e sell war an dremmwel ha war selaou eus talm kalon ar bed e farde hor gwasteller e gouignoù-amann hag e westell, e go bepred ennañ e skridoù, al lodenn all eus ar boued kinniget gantañ d’an dud.
Heklev ha dasson o deus kavet trouzioù pe didrouzioù ar bed e kalon hag e spered hor skrivagner emzesket. A-unan gant Lokronan, e gêriadenn c’henidik, gant e vro, gant e bobl, gant e yezh, gant mab-den, gant an natur, gant ar re vihan, gant ar geizh gwasket e forzh pe du eus hor planedenn.
Barzhonegoù stourm, a-dra-sur, pa sav e galon ingal ouzh an direizhded, ar mac’homerezh, ar gwallgaserezh, ar saotradur bed hag ar saotradur spered. Lennet gantañ aketus keleier ar bed ha keleier ar vro er c’helaouennoù e teu dezhañ an ezhomm da respont, da deurel e c’harm d’ar bed dre e skridoù.
Barzhonegoù stourm ivez ouzh an holl o deus klasket hag a glask c’hoazh lazhañ hor yezh, hor sevenadur hag hor broadelezh. Barzhonegoù kalet ur galon o c’houzañv diwar an direizhded graet d’he fobl.
Barzhonegoù tener ivez ur galon a gar denelezh hor bed, sevenadur hor maezioù, geiz al laboused, richan ar vugale, kened ar maezioù, arz hon artizaned hag hon arzourien, ur galon enlouc’het don ar gristeniezh enni…
Gwasteller, hep ket a var, hogen ivez gov, gwiader, kizeller hor yezh. A-hed ar bloavezhioù e teu bravoc’h-bravañ e yezh gantañ, ar yezh en he dilhad Sul, evel ma lavar-eñ, evel ma ‘z eo dleet d’e uhelvennad. Puilhentez ar c’heriaoueg, kened ar gerioù dibabet fin, hesonded ar pozioù, kement-se holl a denn da don Jakez Riou ha Youenn Drezen a skrive barzhoniezh e komz-plaen.
Ma vije bet ganet Euskarad e vije bet bertsolari, primganer e vro. Ganeomp e Breizh eo barzh poblek. Kar da Anjela Duval pa gan an natur, kar da Zavier Grall pa gan war don al lourenn kened ar grouadelezh !
Lakaat war baper e drivliadoù, e brederiadennoù, e enkrezioù a zo bet hag a van un dra ret evitañ. Ar prenestr digor war ar bed evit ar gwasteller digenvez, stouet war e drevell.
Pelloc’h eo poent diforniañ e skridoù evit o rannañ gant hor c’henvroiz !