Kan Awen
Stal laz-kanañ Kreizenn an Arzoù Pobl eo strollad gwregel Kan Awen. Savet eo bet e 2008 da heul laz-kanañ kemmesk A Bouez Penn a oa bet diazezet e 1996.
Renet eo Kan Awen gant Florian Desbans. Ha kanañ a ra ar strollad tro 15 maouezh ennañ a teir vouezh, tonioù Breizh pe broioù keltiek all, hengounel hag a-vremañ. Met pezh a blij dreist-holl ar merc’hed eo kanañ tonioù skrivet gant Florian, hag aet eo div wech maout ar c’hrouidigezh ganto e Kampionad Breizh al lazoù-kanañ, gant tonioù nevez skrivet. Kampion Breizh eil rummad eo bet Kan Awen ivez e 2013.
Ar Vorenn Gliz
1916 – 2016: Un avel a emsav – En enor da c’hantvet deiz-ha-bloaz emsav Bro Iwerzhon
Kant vloazh ‘zo, d’ar sul Fask 1916, e voe kemeret an armoù gant ar volontierien , e Dulenn, evit dieubiñ Iwerzhon eus yew a gwaske anezhi. An emsav e zo bet mouget o skuilhañ gwad kalz a dud yaouank. Mais ganto eo bet digoret an hent etrezek ar frankiz, a deuas da wir e 1920. Abaoe pell eo tost sevenadur Bro- Iwerzhon da hini Breizh, ha pinvidikaet eo tonioù Bro- Breizh gant hini Bro- Iwerzhon. Degas a reomp soñj amañ eus an degouezadennoù, dre tonioù diamzer.
Anavezet mat eo The Foggy Dew, a gont an emgannoù bet dalc’het e 1916. Spered nerzhus ar stourmerien, ar vrumenn o sevel war kêr Dulenn gant ar c’hlas o seniñ, respont ar Saozon, c’hwezh ar poultr, hag enor da stourmerien yaouank maro evit Iwerzhon. Un daolenn vrav hag meur a zo kinniget amañ. Stumm Breizh an ton-se ne oa ket. Neuze, lakaet eo bet e brezhoneg er bloaz-mañ, evit Kan Awen, gant Dominique Thépaut. Kendoniet eo bet Ar Vorenn gliz gant Florian.