D’ar Sadorn 28 a viz Here | 16e30 | Klub

Belou en ti-feurm
Tangi Merrien (o kontañ ha o kanañ) ha Tangi Le Gall-Carré (o seniñ akordeoñs)

Tangi Merien, kaner ha komedian gant Strollad Ar Vro Bagan, animatour en abadenn « Mouchig-Dall » war Frañs 3 Breizh, ha Tangi Le Gall-Carré, soner akordeoñs ar strollad sonerezh Startijenn, a ginnig deoc’h un istor kontet ha kanet e brezhoneg evit ar vugale. An daou geneil a zo youl ganto da reiñ d’ar re yaouank an tu da zizoloeiñ bed ar c’hoariva, ar sonerezh hag ar c’han e brezhoneg. E-kerzh an abadenn e vezo kontet istor Belou, ur paotrig a glask sikour loened ti-feurm e donton. Lusket e vo gant kanaouennoù a-benn lakaat an arvesterien da gemer perzh en avañtur gant an arzourien.

 

 

D’ar Sul 29 octobre | 16e30 | Klub

Ratata lâr ma c’hazh
Katell Kloareg (o kanañ) ha Fred Boudineau (o seniñ gitar)

Da heul o bourmenadenn Ribambelle et ritournelle, Katell Kloareg ha Fred Bodineau o deus savet un abadenn nevez gant a bep seurt kanaouennoù e brezhoneg, kembraeg, saozneg ha galleg.