— A! ‘pell ‘zo n’am boa ket kejet ganit Paol !
— Ezvezant on bet …teir sizhun …Edomp e vakansoù ! evit lidañ hor retred. Divin ‘pelec’h..
— C’humm…Martinik ?
— …….
— Senegal ? Thailand ?
— ……..
— Pelloc’h c’hoazh ?
— C’humm… kalz tostoc’h …ha bravoc’h c’hoazh….
— E galleg e vez lâret: ” reiñ a ran ma zeod d’ar c’hazh”
— E Korsika!! Enezenn ar vraventez ! N’on ket bet boazet da vont e vakansoù te ‘oar , re a labour, pas pelloc’h eget pleg-mor ar Mor-Bihan met ‘vit ur wech …
— Ale! kont din tout neuze …mall ‘zo warnon gouzout…
— Edomp Marianna ha me en ur c’hemplezh letiel, gwel war ar mor, nepell diouzh Ajaccio… Heol bemdez, oabl glas, mor-laezh, dourioù turkvaenus…ha kuzhioù-heol dispar war ar Bae!!! ar baradoz war an douar !!! hanter briz ouzhpenn en izelamzer !!!
— Ha boued mat ivez… sur a-walc’h…
— Ya, ‘vel partout, boued diouzh gwalc’h! emporzhiet ‘vel just …paneve o saosisonioù…hag o c’histin, ne broduont ket kalz a dra te ‘oar…douar paour, meinek ha tud pas gwall galonek …
— ….graet ‘t eus anaoudegezh gant kalz tud neuze?
— … c’humm… pas kalz …e seurt otelioù e vez kavet tout war al lec’h. Perak ‘n em zirenkañ ? Kinniget e vez memes baleadennoù aozet … Soñj ‘ta , bizitet hon eus ti Napoleon! pedet war bez Tino Rossi !
— Ha Korsikiz, neuze? A bep seurt a vez kontet diwarno…
— Ar re-se ? pfuff…chañs o deus me lâr’ dit ! An hanter anezho, bremañ war o leve, a zo bet kargidi eus ar stad, maltouterien dre vras, soudarded pe jañdarmed …c’humm…ne baeont tailhoù na war o ziez na war o butun… ha, pa c’hellont truchañ ne ‘n em ziaezont ket ! … a ya ! me ‘lâr dit…na vefe ket an touristerezh penaos e c’hounezfent o buhez ? Muioc’h a Gorsiz a zo o chom war ar C’hodazur eget war o enezenn ha daoust da se e fell dezho bezañ dieub, mar plij ! dizalc’h ! Ra vo graet dezho o dizalc’herezh neuze ha gwelet ‘vo!!

— Ya, ya… ur baradoz poblet gant tud pas gwall erbedadus ‘vez ar mod…iskis …kea ?

Pet gwech n’hon eus klevet seurt komzoù amoet ! Ha gwashoc’h c’hoazh : gant tud sañset desket, desavet, stuziet…penaos e c’hell seurt sotonioù dideñvañ e speredoù kement a C’hallaoued? N’am eus respont ebet….
Bremañ lenner kaer, e kinnigan deoc’h ur veaj all, disheñvel-tre diouzh hini Paol: pignomp en ur ribourzherez evit ur valeadenn en amzer, da vare E Veurdez Loeiz ar Muiañ-karet….

* * *

 

” Met petra ‘c’hoarvez ganto holl? abaoe daou vil bloaz emaint o teurel o c’hrabanoù war hon bro, betek en em silañ dre ret, o vrezeliñ ouzhomp pe och en em staliañ betek ma vezint taolet e-maez “ setu pezh a skrive n’eus ket pell amzer Jean Guy Talamoni, en e levr diwezhañ , Avanzà!

Biskoazh n’he deus pobl Korsika argadet pobloù all, met, daoust da se, biskoazh n’he deus gellet bevañ e peoc’h war he douaroù dezhi hec’h-unan. Hec’h istor a zo bet un emgann peurbadus : ur stourm evit an dieubidigezh : a-enep ar Romaned — daou gantved a-raok hon oadvezh — heuliet gant ar Vandaled, ar c’h-Gothed, al Lombarded, ar Sarrazined hag all… met beli ar Jeniz a voe ar padusañ hag an dic’houzanvadusañ. Izelaet, diberc’hennet diouzh hec’h holl wirioù, sujet da zisentezioù kargidi estren, n’he doe choaz all ebet paneve ar stourm armet …

 

Korsika, bloavezh 1735

Abaoe c’hwec’h vloaz dijà edo pobl Korsika o stourm evit en em zizober diouzh an dalc’hidigezh estren, ha se goude bezañ gouzanvet ur gwaskerezh spontus a bevar-c’hant vloaz. Met en taol-mañ n’eo ket he stourm hini ur bihanniver, met hini ur bobl a-bezh, ur gwir emsavadeg : evit Korsikiz e oa gwelloc’h mervel eget kenderc’hel da vevañ dindan beli tud ken kriz hag en em gavout estrenien war o douaroù dezho o-unan. Met anavezout mat a raent pep korn ha digorn eus menezioù hag aodoù o enezenn, desket o doa ar c’hengred, desket o doa tevel rak an enebour, ha buan-tre e weljont an trec’h o tostaat… Allas ! A-boan ma oa hemañ a-hed an dorn, evel ur vallozh, ur gourdrouz nevez a zeuas war wel…
O welout o tostaat fin o dreistbeli e c’houlennas gouzalc’herien Jen sikour ar C’hallaoued. Ar respont ne zaleo ket :

” Dont a ris war an douar dres p’edo ma mammvro o vervel, tregont mil a C’hallaoued dislonket war hon aodoù, o veuziñ Tron an Dieubidigezh dindan tonnoù gwad, setu aze ar c’hentañ arvest a zeuas da skeiñ ma daoulagad . Yudadennoù an dud o vervel, leñvadennoù ar re wasket, daeroù an dispi a oa en-dro d’am c’havell, a-boan ma oan bet ganet….”

Setu pezh a skrive un ofisour yaouank kalz diwezhatoc’h, er bloavezh 1789. Un den anavezet mat hiriv gant skolidi Bro-Frañs hag enoret gant he renerien, un den anvet Napoleone …An dud a cheñch, neketa ?
Korsikiz a stourmo, met pas hepken ! E-keit-se e prientint o dazont, ur vonreizh diazezet war rannadur ar galloudoù ha lezennoù ur stad vodern. Embannet e vo dizalc’hidigezh Korsika e 1755 gant ar jeneral Pascuale Paoli, a zeuio da vezañ hag a chomo Tad ar Vroad evit broadelourion Korsika. Met daoust da se edo atav ar gouzalc’her eno. Ar brezel kuzh a gendalc’he. Dle Jeniz a greske, rak ret eo gouzout ne oa ket deuet ar C’hallaoued evel mignoned, met evel gopridi : E Veurdez Loeiz ar Muiañ-Karet ne laboure ket evit netra. Met ar gwashañ tra a oa da zont, bloavezhioù diwezhatoc’h, e 1768 : rivinet ha dic’houest d’en em zizleañ, Jeniz a ginnigo d’ar C’hallaoued “gwerzhañ” dezho an enezenn ! Un enezenn laeret ouzhpenn ! Setu aze un dra dreist pezh n’en dije gellet ijinañ den ebet e-touesk tud yac’h o spered : gwerzhañ, prenañ un terouer ‘vel un atant : an douaroù, ar savadurioù hag ar chatal.
Setu, neuze, troet ur bajenn eus istor pobl Korsika ha digoret ur pennad all, ur bajenn diglok hiriv c’hoazh, daou- c’hant hag hanter-kant vloaz diwezhatoc’h… .

Pal kentañ an trevadenniñ a zo dre vras armerzhel : aloubiñ douaroù strujus ha korvoiñ ar c’hoadegoù ha pinvidigezhioù ar c’hondon… Met ‘vit pezh a sell ouzh Bro Gwirioù Mab-Den, e ranker lakaat ouzhpenn hag a-raok pep tra ur gefridiezh sakr : treuzkas ar Sevenadur d’ar “pobladoù henvroat”:

“Aotrounez, ret eo komz uheloc’h ha gwiroc’h : lâret d’an holl a vouezh uhel o deus ar gouennoù uhelañ ur gwir e-keñver ar gouennoù izelañ, rak un dever ez eus en o c’heñver: an hini d’o seveniñ…”

Setu komzoù un den, displeget dirak ar gannaded, d’an 28 a viz Genver 1885 gant un den ken karet ha ken doujet betek hiriv en hor Republik : Jules Ferry. Evit ‘pezh a sell ouzh Korsika, ur c’hantved abretoc’h, e krogas argerzh an trevadenniñ e 1769 gant serradur Skol-Veur Corte, arouez sevenadur Korsika, goude dilestrañ milieroù a soudarded c’hall war aodoù an enezenn e deroù ar bloavezh-se. Etretant en doa ‘n em grataet gouarnamant Choiseul — kentañ ministr Loeiz XV– an holl c’halloudoù, milourel, barnerezhel ha diplomatek. Met evel e pep lec’h ma vez aloubet un terouer hep ali ec’h annezidi, n’o deus ar re-mañ choaz all ebet paneve ‘n em sevel a-enep ar gouzalc’her ; setu ‘pezh a reas Korsikiz dindan renerezh ar jeneral Pascuale Paoli.

 

Korsika deroù 1769

Edomp e miz C’hwevrer 1769. Ar soudarded c’hall kantonet e norzh Korsika a oa bodet dre vras e daou warnizon, unan e Saint-Florent hag unan all e Bastia. Un hent bellourel, kornôg-reter, pouezus-tre evit ar gourzalc’her o c’henstage. Mennozh kentañ Pascuale Paoli a oa troc’hiñ kement darempred posubl etre an daou gazarn. Pemp miz a-raok en doa gounezet un trec’h kentañ e Borgu, met skort ; kalonekaet gant an trec’h-se e tivizas mont pelloc’h evit gwanaat muioc’h c’hoazh an enebour gall. Divizout a reas neuze un argadenn er c’h-Conca d’Oru nepell diouzh Saint-Florent. Evit-se, ur rezistant all, ur beleg anvet Saliceti a raktresas silañ broadelourion e kêrig Oletta evit tapout dre sourpren ar bagadoù gall. Met etretant en doa ar jeneral cheñchet meno : divizout a reas tagañ ar C’hallaoued en ul lec’h all, Barbaghju, ‘pezh ‘n em ziskouezas bezañ ur choaz fall, rak kantadoù a vroadelourien gorsat a gavas o marv eno.
Evel pep riez gouzalc’her, en doa Rouantelezh Frañs klasket tuta kenlabourerien war al lec’h. Gant berzh ! Un treitour anvet Pietro Bocchechiampe a gemennas anezho eus irien an Tad Saliceti hag a-raok m’en doa gellet hemañ kas e raktres da vat, ugent broadelour a voe harzet ha lakaet en toull-bac’h. Ar prosez a grogas d’an 11 a viz Meurzh hag ar varnedigezh embannet d’ar 17 a viz Gouere 1769. An damallidi tamallet da vezañ ” iriennet a-enep ar Roue” a voe kondaonet d’ar marv, met pas hepken : a-raok mervel e tleent bezañ kaset dirak porched bras iliz-veur Bastia koulz ha dirak iliz Oletta, war o fatenn , un torch koar enaouet en dorn, ‘lec’h ma c’houlennfent pardon d’ar Roue ha da Zoue evit o fec’hedoù a-raok bezañ konduet d’ar chafod; aze e vefent jahinet, brevet dezho o izili a-raok bezañ staget war ar rod, o bizajoù troet war-du an oabl, ‘lec’h ma chomfent da c’hortoz o marv ken pell amzer ha ma plijfe da Zoue.

 

Oletta

 

Maria Gentile, harozez pobl Korsika

Da vare an darvoudoù skrijus-se e veve e Oletta ur plac’h yaouank ugent vloaz anvet Maria Gentile Guidoni. E-touesk ar verzherien edo he muiañ-karet, Bernardu Leccia. Evel ar gondaonidi all, e tlee hemañ bezañ staget war ar rod ha roet e gorf d’ar brini. Met Maria Gentile, a oa Korsadez, bet desavet hervez reolennoù enor he bro. Eviti ne oa anv ebet da asantiñ da gement-se. An hini a zlefe bezañ deuet da vezañ he gwaz un nebeud mizioù diwezhatoc’h, a vefe douaret evel Korsad hag evel kristen. Divizet he doa, ha n’eus forzh ‘pezh ‘c’hellje c’hoarvezout, ne zistroje ket diwar he diviz : mont a raje hec’h-unan e-kreiz an noz, gant spi e kavje ar warded kousket dous. Kemer a reas ar wenodenn a gas d’al lec’h boureviañ….Evit Maria e pasee an enor hag an dever a-raok al lezenn hag ar reizh… muioc’h c’hoazh dre ma oa ar-re-mañ re ur vro estren.
A-raok ar sav-heol en doa adkavet Bernardu e zouar genidik da viken.
Evel-just e voe dizoloet buan-tre an torfed, ha, ken buan all, ur vandenn baotred sañset bezañ mignoned pe kerent tost d’ar reuziad a voe harzet ha lakaet e prizon en ur c’hortoz o flanedenn… Evit Maria Gentile e oa sklaer an traoù : poan a varv evito holl. Met ur wech c’hoazh e tivizas lakaat da dremen hec’h enor hag he dever a-raok he buhez : mont a reas d’en em ziskuliañ.
Ha degouezhet eo dija d’ur skleurenn a druez treuziñ spered feuls ha kasonius un torfedour diskorpul ? Ar C’hont de Vaux, azezet a-dreñv e daol-skrivañ, a bare e zaoulagad war ar plac’hig, en he sav dirazañ, penn-kil-ha-troad, evel ur saver chatal war-nes prenañ ur vuoc’h, hep ur ger, emouez ouzh e c’halloudoù : gouest e oa da ober eus Maria ‘pezh en dije c’hoant d’ober , met houmañ ne grene ket, ne izelaas ket he sell. Hag emouez edo an den ouzh yaouankiz ha nerzh-kalon ar goantenn ? Pe soñjal a rae en doa dija gwad a-walc’h war e zaouarn ? Pe ken fier e oa eus e c’halloud ma kave ur blijadur sius o tiskouez d’ur plac’h ken yaouank ha ken tener pegen trugarezus e c’helle bezañ ? N’eus forzh ; a-benn ur pennadig e savas eus e gador en ut lavarout “kit bremañ , dimezell, dieub oc’h , c’hwi hag ho kenseurted”

Pezh he doa graet Maria Gentile an noz-se a chomo da viken e kalon an holl Gorsikiz.
Arem Maria Gentile e Bodadenn Gorsika

Hec’h ober a oa hini un harozez all, deuet betek ennomp dre drajedienn an henamzer : Antigona. Antigona, deuet da vezañ arouez ar galon hag an enor evit pep den a-raok pep talvoudegezh all, a-raok e vuhez dezhañ e-unan. Evit se eo anavezet hiriv c’hoazh war an enezenn dre he lesanv : Antigona Korsika. Tud all, merc’hed all, mammoù alies, o deus heuliet un hent peurheñvel : soñjal a ran er re o doa roet bod d’ar vugale, kablus da vezañ yuzev, e-pad ar brezel diwezhañ, pe da verc’hed an Aljeri pe da re ar C’hurdistan….

 

Korsika, Du 2015

Ha daoust ha merkañ a raio ar bloavezh 2015 un oadvezh nevez e istor Korsika ? Evit ar wech kentañ e kemeras an daou strollad broadel ren an enezenn, an emsaverien penn ar c’huzul erounit hag an dizalc’herien penn ar vodadeg tiriadel. Ha dont a raint a-benn da zemokratekaat buhez o enezenn, da lakaat termen d’an ostizerezh, d’an arvrokerezh diloc’hel, ha d’o heuliad : ar feulster ? da ofisielaat yezh ar vro ? Diaes e vo, rak betek-henn emañ ar galloud e lec’h all, pell diouzh ar vro.
Kalon vat, mignoned!

 

Loeiz Gwilhou , Ploeneg, Ebrel 2017

Trugarez da JC Calassi, Accademia Corsa 2006 ; JF Bernardini (I Muvrini) Tempête sur la lumiere Corse 1999 ; JG Talamoni, Avanzà 2016