Ur blijadur vras eo din bezañ bet anvet da brezidant-a-enor 26t Gouel al levrioù e Breizh gant aozerien ar saloñs. O zrugarekaat a ran a-greiz va c’halon. Ur blijadur vras evit meur a abeg. Da gentañ ne zisoñjan ket on bet embanner va-unan e-pad koulz lavarout ur c’hard kantved, pezh n’eo ket disterdra evelato. Ur blijadur vras eo c’hoazh evidon – n’it ket da grediñ e ven sot gant an enorioù : o lezel a ran gant ar fougaserien a vez klevet anv Breizh war o muzelloù pa dosta mare ur vouezhiadeg bennak, evel ma vo a-benn Kerzu. Nann, ur blijadur vras eo rak ne zisoñjan ket dreist-holl ar pezh a c’hoarvezas ur c’hard kantved zo p’edon ouzh taol e Kemper gant Jean-Yves Cozan, Charlie Grall, un nebeudad izili eus Stourm ar brezhoneg, un dornad dilennidi ha tud eus an Aveerezh evit plediñ gant brezhonekadur ar panelloù-heñchañ : eno, da-geñver an dibenn-pred, an hini e voe roet lañs ha lusk da saloñs levrioù Karaez, ha kenderc’hel a ra, bloaz ha bloaz, an abadenn sevenadurel bouezus-mañ da enoriñ an embann e Breizh ! Dalc’hegezh ha dalc’husted an aozerien zo ur skouer evit an holl a fell dezho ober un dra bennak er vro, ken war an dachenn sevenadurel, ken war an dachenn bolitikel.

Kalz a brezegennoù zo bet klevet abaoe ma voe digoret ent kefridiel kentañ saloñs Karaez gant Youenn Gwernig e 1986. C’hoant am eus da zegas da soñj komzoù Pêr Denez pa voe eñ ivez prezidant-a-enor.

Da geñver gouel al levrioù e vo lakaet war wel e Karaez kement tra a vez embannet hiziv e brezhoneg. Plijet e vo an dud : kalz levrioù a zo, levrioù a bep seurt, moulet mat, skeudennet brav, peadra da zedennañ nouspet rummad lennerien.

Pezh ne vo ket lakaet war wel avat eo emroüsted, emaberzh, al labour dic’hopr a vez graet gant stourmerien didrouz evit lakaat an embannadurioù da vevañ. Da vevañ pe da grakvevañ, pa’z eo ken diaes kaout lennerien en ur vro lec’h ma ne vez desket nemet d’un niver dister a dud lenn o yezh.

Forzh pegen mat ha kaer e kavomp hon embannadurioù – ha mat ha kaer int – e chomont nebeut a dra e-skoaz an embannadurioù e galleg. Evel ma’z eo dister niver ar skolidi a vez kelennet dezho o yezh, pe er skolioù Diwan pe er c’hlasoù divyezhek, e-skoaz ar re ne vez ket kelennet dezho tamm ebet. Evel ma’z eo dister-mezhus lod ar brezhoneg er skingomz hag er skinwel, ha disteroc’h c’hoazh e lec’h er vuhez foran pe melestradurel.

 

Ur stourm start, kalet, dispac’hel, a rank bezañ kaset war-raok evit gounit d’hor pobl, d’hor bro, deomp hon-unan, ar gwir da vevañ en hor frankiz hag en hor sevenadur.

20 vloaz war-lerc’h Pêr Denez e c’haller embann an hevelep komzoù hep treiñ ur pik enno, ar pezh n’eo ket sin vat, anat d’an holl.

Rak se zo embann splann n’eo ket bet efedus ar politikerezh renet gant ar Rannvro evit hor yezh, daoust d’ar c’homzoù kaer zo bet klevet gwech ha gwech all, n’eus ket c’hoazh gwall geit-se.

Rak se zo embann splann e talc’h hag e kendalc’h ar Stad C’hall gant e labour distruj soutil ha pilpous, oc’h ober van da zifenn ar yezhoù bihanniver, gant Karta Europa da skouer, ur garta bet sinet met ur garta n’eo ket bet kaougantet.

Rak se zo embann splann c’hoazh ne stourmomp ket ni na start na kalet a-walc’h evit difenn gwirioù hor yezh. N’hon eus ket ezhomm eus tud a lavar bezañ a-du gant ar brezhoneg : ezhomm hon eus eus tud a gomz brezhoneg hag a dreuzkas ar yezh d’o bugale hag en-dro dezho a-wel hag a-glev d’an holl. Rak kaer zo lavarout, mar fell d’ar Vretoned e chomfe bev o yezh, ez eo dezho d’ober ganti ken alies ha bemdez evit holl ezhommoù o buhez, hag ezhommoù ar spered muioc’h c’hoazh eget ezhommoù ar galon. Ar pezh a oa bet lavaret gant gerioù biskoazh splannoc’h gant an Iwerzhonad Eoghan O Neil e 1968 : « ur vroad na zifenn ket he yezh gant kalon a zo ur vroad a soñj evel ur broviñs, en em zalc’h evel ur broviñs hag a vez graet outi evel ur broviñs ». Evit peurgompren ar gerioù-se e ranker gouzout  talvoudegezh ar ger proviñs : « bro trec’het » cf. lat. vincere « vaincre ».