Kerkent hag ar bloavezhioù 1920 o doa skrivet stourmerien vreton a zo e vefe talvoudus gwelet strolladoù sonerien biniou-bras skosek o kemer plas ar sonerien daou ha daou, rak muioc’h a c’halloud a oa enno, hervezo, da lakaat lorc’h er Vretoned. War an hent-se edod pa voe krouet Kenvreuriez ar Viniouerien (KAV) e 1932 gant Bretoned divroet eus bro Bariz, enni biniawoù-bras skosek, biniawoù breton, bombardoù ha taboulinoù. Klevet e voe ur strollad ennañ ar binviji-se nemet ar biniawoù breton, en ur « fest ar maezioù » e Pont ’n-Abad d’ar 7 a viz eost 1938. Met ret e voe gortoz 1943 evit ma vefe savet ur gevredigezh zamheñvel e Breizh : anvet e voe Bodadeg ar Sonerion (BAS), ar pennoù-bras enni o vezañ Polig Monjarret (1920-2003) ha Dorig Le Voyer (1914-1987). Kaset e voe ar statudoù d’ar prefeti e 1946, ha daou vloaz diwezhatoc’h e voe savet e Karaez ar c’hentañ clique biniawoù-bras, hini paotred an hent-houarn, hag a zo bet anvet bagad nebeut war-lerc’h, un anv hag a zeuio da vezañ implijet gant an holl goude.
Heuliet e voe skouer Karaez, hag azalek 1950 e kreskas buan niver ar bagadoù-sonerien : 14 e 1952, 47 e 1955… kement ha ken bihan ma oa diaes dont a-benn da gaout binviji, dreist-holl biniawoù-bras, an anv roet neuze d’ar biniawoù breton nevez, levezonet kalz gant ar biniawoù-bras skosek ha fardet dreist-holl gant Dorig Le Voyer. Klasket en deus hemañ sevel ur benveg modern a sonerezh vreizhek, gant ul levriad a glotfe mat gant skeul-gan ar vombard.
Koulskoude, nebeut goude, e verzas sonerien a zo, Emile Allain en Naoned ha Christian Hudin e Roazhon en o fenn, e oa ar biniou-bras breton ur gopienn eus ar biniou-bras skosek e oant bamet gantañ abalamour d’e son sklitrus ha d’an doare resis ha strizh d’ober gantañ. Klask a rejont neuze prenañ binviji, rikoù ha levrioù-deskiñ e Bro-Skos. E 1956 e yeas ivez Herri Leon ha Donatien Laurent d’ar c’h-College of Piping e Bro-Skos d’en em stummañ, ha krouiñ a rejont ur skol damheñvel, ar « Scolaich Beg an Treis », e Porspoder, e 1961 ; siwazh, ne badas ket pell, rak koll a reas Herri Leon e vuhez en ur gwall-zarvoud e 1962.
Derc’hel a reas niver ar sonerien biniou-bras skosek da greskiñ e Breizh, ar pezh a lake droug e tud zo, evel Dorig Le Voyer, evel just :
« Fazioù am eus graet ivez, rak ar biniawoù-bras kentañ am-eus fardet ne oant nemet kopiennoù fallig a-walc’h eus bagpipes. […] Met ar biniou-bras a-vremañ, ar biniou Dorig, ne glask ket e mod ebet bezañ heñvel ouzh ar bagpipe. Diwskouarn breton stummet mat a zo gouest da lavaret pehini eo ar bagpipe he pehini eo ar biniou-bras breton. C’hoant am eus bet derc’hel son ar binioù-bihan, ma n’eo ket uhelder al levriad. »
Ouzhpenn-se, skeul-gan levriad ar biniou-bras skosek n’eo ket tre ar skeul-gan a gaver peurvuiañ (disheñvel eo ar pevare hag ar seizhvet notenn anezhañ, ha diwar-se, eo disheñvel ivez an « hedoù » etre an notennoù). Ha lakaet e vez diaes an dalabarderien gant se, rak miret o deus ar Vretoned evel just ar vombard er bagadoù-sonerien. Moarvat ne oa ket dibosubl mont dreist ar skoilh-se, rak degemeret eo bet ar binioù-bras skosek koulz lavaret gant an holl e Breizh, ar pezh a vountas Polig Monjarret da laret e 1998 : « Saveteet eo bet sonerezh Breizh gant ar biniou-bras skosek. » Ret eo lavaret ivez, koulskoude, o deus en em lakaet lod eus ar sonerien daou ha daou d’ober en-dro gant ar biniou bihan kerkent ha fin ar bloavezhioù 1960.
Gilles Goyat