Priz Ti-Kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg
Aet eo ar maout gant Paskal an Intañv
Priz Ti-Kêr Karaez evit un danevell e brezhoneg a zo bet roet disadorn goude merenn e-pad Gouel al levrioù e Breizh. Aet eo ar maout ar bloaz-mañ gant Paskal an Intañv evit e skrid E dorn Doue emaomp. 15 testenn « eus ul live a-zoare » a oa etre daouarn izili ar juri a anzav unan eus outo. « Lakaat un dannevell e penn n’eo ket bet ur soubenn. Un dra vat eo memes tra evit dazont ar brezhoneg gwelout kemend a Vretoned, yaouank a-walc’h a-wechoù, mont e brezhoneg dre skrid daoust d’ar yezh bezañ en arvar ! », lâr eñ ivez.