Tri skrivagner a zo bet loreet e-pad 28ed Gouel al levrioù e Breizh karaez :

  • Marie Le Gall a zo bet roet dezhi priz ti-kêr karaez evit he roman Mon étrange sœur embannet gant Grasset ;
  • Herve ar Gall a zo bet roet dezhañ priz ti-kêr Karaez evit an danevell e Brezhoneg Mont gant an hentoù  kinniget gant an ti-embann Al Liamm ;
  • Yulia Borisova a zo bet roet dezhi priz Langleiz evit he levr Spered lemm e ti-embann Al Lanv.

 

Kenderc’hel a ra Gouel al levrioù warc’hoazh (disul) e leurenn Glenmor Karaez gant a bep seurt traoù hag un daol grenn adalek 3 eur goude merenn diwar-benn ar yezhoù « bihan ».