Laouen eo ar gevredigezh C’hoariva ouzh ho pediñ da gemer perzh en un eskemm diwar-benn ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg :

D’ar Sadorn 29/10 e 3e g.m e Korn ar vugale e saloñs levrioù Karaez
Buhezet e vo ar gaoz gant Laetitia Fitamant eus radio Kerne

Da geñver Festival Teatr Brezhonek e vo C’hoariva e Saloñs levrioù Karaez evit derc’hel ur stand liessembannerien gant ar pal kinnig ar c’hoariva skrivet : levrioù – pezhioù-c’hoari.

Bro Iwerzhon a vo enoret ar bloaz-mañ e Gouel al levrioù. Un digarez evit C’hoariva da lakaat war wel ar skrivagnerien iwerzhoniz troet ha c’hoariet e brezhoneg dre un eskemm hag ur prantad lenn.

Mat da c’houzout :

An eskemm : 29/10 da 3e g.m. e Korn ar vugale (padelezh tro dro 1eur)
Penaos : o bodañ tud o deus troet, c’hoariet, savet, gwelet pezhioù-c’hoari deus Bro Iwerzhon. Da betra ha penaos treiñ c’hoariva iwerzhonat ? Petra hor broud d’en ober ha peseurt levezon en deus warnomp. Ur 15 pezh bennaket a zo bet troet ha c’hoariet evit an darn vrasañ etre ar bloavezhioù 1970 ha bremañ. Dedennus e vo dont en dro war an obererezhioù-se ha gwelout al labour c’hoariva a zo bet kaset da benn.

Lennadenn : 30/10 da 3e g.m. e Korn ar vugale (padelezh tro dro 20mn)
Un nebeut tammoù pezhioù-c’hoari tennet deus ar roll skridoù c’hoariva iwerzhonat

http://www.teatr-brezhonek.org/